Pallenn-moger Bayeux

Un tamm eus pallenn-moger Bayeux

Pallenn-moger Bayeux, anavezet ivez gant an anv Pallenn ar rouanez Mathilda, hag ivez « Telle du Conquest » (gwiad an aloubadeg), a zo e gwirionez ur pezh broderezh. War ar pallenn-se ez eus kontet darvoudoù a denn da aloubidigezh Bro-Saoz gant an Normaned renet gant o dug Gwilherm II e 1066, evel da skouer emgann Hastings. Un hanter eus ar skeudennoù a zo koulskoude diwar-benn darvoudoù bet c'hoarvezet a-raok, war an douar-bras ha kontañ a reer enno, da skouer, kurioù an Normaned e Breizh.

Savet e vefe bet ar pezh broderezh-se etre 1066 ha 1082. Soñjal a reer e voe urzhiet gant Odon de Bayeux, hag eñ hantervreur Gwilherm II. Hervez ar vojenn e vije bet brodet gant ar rouanez Matilda, gwreg Gwilherm. Hervez enklaskoù nevesañ an istorourien e vije bet brodet e kreisteiz Bro-Saoz, e Kent, Winchester pe Canterbury nebeut amzer goude emgann Hastings.

Evit sevel ar pallenn ez eus bet implijet eizh liv naturel disheñvel da vrodañ war lin. Rannet eo ar pallenn e meur a lodenn. En holl ez eus dezhañ 70 metr hirder hag 50 cm ledander. Met un tamm a vank. Hervez an istorourien ez eo an tamm ma weler kurunadur Gwilherm da roue Bro-Saoz. Daoust ma vez meulet Gwilherm II gant ar skeudennoù, en deus pallenn-moger Bayeux un dalvoudegezh vras evit an istorourien da anavezout gwelloc’h ar vuhez e Normandi hag e Bro-Saoz en XIvet kantved : an dilhad, an armoù, ar c’hestell, al listri… Warnañ e weler ivez steredenn-lostek Halley a oa bet gwelet en oabl en amzer-se, argad an Normaned a-enep Kastell Lehon e-kichen Dinan. Kement skeudenn a zo a zo displeget gant un destenn latin. En holl e weler 626 den, 250 marc'h ha mulez, 37 savadur, 505 loen liesseurt, 49 gwezenn.

Betek dibenn an XVIIIvet kantved e oa miret ar pallenn-moger en iliz-veur Bayeux, hiziv an deiz e c'haller gwelout anezhañ en ur mirdi e Bayeux ivez. Abaoe 2007 emañ war roll Memor ar Bed savet gant UNESCO.


Developed by StudentB